Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de haute Cornouaille
search
  • Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de haute Cornouaille

Dictionnaire du breton du Trégor-Goëlo et de haute Cornouaille

42,00 €
Taos ebet
Evit mirout na vije na kollet na strewet e labour dastum en doa lakaet Frañsez Vallée keinañ ar follennoù, ar pezh a ra tri fikol levr en holl. Al levrennoù-se n’int bet morse lakaet war wel d’an holl ha deuet e oa ar mare d’o embann hag adreiñ d’ar vrezhonegerien ul lodenn eus teñzor o yezh.An dornskrid a oa e dalc’h ar c’hlasker Gwennole ar Menn (1938-2009). Prizius ha dedennus eo an danvez abalamour d’ar yezh, d’an dibaboù, d’an distagadur ha d’an takadoù-bro dibabet e-lec’h ma chom c’hoazh labour d’ober war studi ar brezhoneg.Kaset eo bet al labour embann en-dro gant Kuzul ar Brezhoneg gant skoazell skiantel Herve Sebille Kernaudour.Labour Frañsez Vallée bet graet d’ur mare ma oa ar brezhoneg yezh al lodenn vrasañ eus ar gevredigezh e Treger-Goueloù a adro dimp gerioù ha stummoù lavar bet kollet pe ankouaet a-hed ar bloavezhioù.Diskouez a ra sklaer pegen pinvidik eo bet ar yezh ha pegen aes e veze lakaet, gant ijin, ar yezh da glotañ, gant an teknikoù modern hag ar vuhez pemdeziek, hep ankounac’haat ar fent hag an troioù-lavar niverus. Gouzout a rae Frañsez Vallée pegen pouezus oa mirout dre skrid ar pezh a c’helle mont da get bep ma varve ar vrezhonegerien.Pep hini a c’hello bremañ dizoloiñ pe addizoleiñ an teñzor-se, zoken en tu all da harzoù Treger ha Goueloù : yezhourien, klaskerien, studierien, konterien ha kement hini dedennet gant ar brezhoneg. Ouzhpenn dastum gerioù en deus keñveriet Frañsez Vallée anezho ivez gant stummoù all e Breizh a-bezh hag a-wechoù gant ar c’hembraeg pe zoken ar c’herneveureg.Displegadennoù ar gerioù a zo e galleg peurvuiañ ha daveoù al lennadennoù resis evit pep hini.Ur c’hantved goude, oberenn dibar Frañsez Vallée a ro deomp an tu da binvidikaat hor yezh ha da wellaat hon anaoudegezh ha gwrizioù ar brezhoneg. Notennoù yezh a zo bet ouzhpennet gant meur a zen evit sklaeraat poentoù ’zo ha pinvidikaat c’hoazh muioc’h al labour hep e bar-se.
Niver

9782916835570

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
François Vallée (Frañsez Vallée)
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
580
Deiziad embann
2014
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
1,315
Ment (cm)
24,6 X 19,0 X 2,1