E-touez oberennoù brudetañ Gabriel García Márquez emañ Dezrevell ur marv rakkemennet, ha gant gwir abeg. Er c’hontrol da Ar c’horonal ne skriv den dezhañ e ra an oberour gant un danevelliñ luziet, dezhañ meur a live lennegel, evit treuzfurmiñ un darvoud kazetennerezh en ur meni mojenn.Adalek ar penn-kentañ e ouezer e vo lazhet ar benndudenn Santiago Nasar, ha gant piv. Tamm-ha-tamm e vo diskuliet ar munudoù, an abeg, ar c’hendegouezhioù, an dilerc’hioù. Ur wech ma lezer frankiz d’ar feulster ha d’an enor, ne c’heller ket diarbenn an darvoudoù ken, evel pa vije tonket da bep tra c’hoarvezout evel ma ra. Klozañ a ra an istor gant ar muntr, dezrevellet pizh ha diardoù.Un oberenn dibar e kement keñver ’zo, hag a c’hell bezañ komprenet e meur a zoare. Da bep lenner da ober e soñj.

check_circle
check_circle
Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ. Goût hiroc'h