Devet ez vev
15,00 €
Taos ebet
Seitek vloaz eo Souad. Karantez he deus evit ur paotr. Netra dreistordinal amañ, evel-just, met Souad a zo o vevañ en ur gêriadenn e-lec’h ma c’hell ar garantez, bevet a-raok an eured, kas d’ar marv. Kriz eo istor Souad, kriz eo istor miliadoù a verc’hed a vez paket evelti, dre ar bed a-bezh, en un hengoun a rankfe bezañ aet da get. Ken kriz eo ken e chomer sabatuet a-wechoù dirak an darvoudoù kontet deomp amañ. Dav eo da bep hini koulskoude digeriñ e zaoulagad hag asantiñ d’ar fedoù evel m’emaint, ma fell d’an nen e vefent, ar buanañ ar gwellañ, fedoù eus un amzer dremenet. Un istor eus ar bed eo, un istor a c’hell c’hoarvezout e meur a vro hiziv an deiz c’hoazh, un istor hollvedel eta. Ar vrezhonegerien, digor war ar bed, a ranke kaout un istor evel an hini kontet el levr-mañ en o yezh.Troet e brezhoneg gant Daniel Kernalegenn.
9782916745169
Fichenn deknikel
- Skrivagnerien
- Souad
- Troerien
- Daniel Kernalegenn
- Tiez-embann
- Al Lanv
- Pajennoù
- 356
- Deiziad embann
- 2013
- Yezhoù
- Breton
- Skignet gant
- Coop Breizh
- Pouez (g)
- 302
- Ment (cm)
- 18,0 X 11,0 X 2,5
- EAN-13
- 9782916745169