Chal ha Dichal
search
  • Chal ha Dichal

Chal ha Dichal

15,00 €
Taos ebet
Un dastumad barzhonegoù skrivet etre 1931 ha 1939.«  Ha nend omp-ni èl ar mor, plaen é vonet hag é tonet  ? Gwezh get hon eneañ didrouz ha klouar, luc’hus dindan sell Doue, èl ar mor dindan gouloù an heol ; ha gwezh burutellet, treboulet get hor c’hoantoù hag hor plegoù fall, èl ar mor dindan an taoladoù gwallamzer ?Adal tristidigezh Tre a zo, beta levenez Gourlanv, e kan Roperzh ar Mason ar pezh en deus kavet a vraventez er bed, er vuhez pemdeziek, en e diegezh, en e vicher ofisour a vor. Hag e-barzh ar c’han-se, gwezh e sour anken an Dichal àr levenez ar Chal ; gwezh ema an eskemm a welomp, met dalbezh e spurmanter ar goanag, èl un tour-tan o splanniñ e-kreiz an teñvalded.Anken ! Joa ! An hevelep mammenn o deus, an eil hag egile, kuzhet dindan daou zisko kempouez : paourentez an traoù krouet dirak splannder Doue, ha splannder Doue a-dreist paourentez an traoù !Hani ne vo souezhet enta mar da klemm kristen oberour Chal ha Dichal da gavet, hep distag erbet, levenezioù an Alleluia.  »Loeiz Herrieu 
Niver

9782868631978

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Roperzh Ar Mason
Tiez-embann
Mouladurioù Hor Yezh
Pajennoù
102
Deiziad embann
2021
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
222
Ment (cm)
22,5 X 14,3 X 0,5