Canu Llywarch - Barzhoniezh Lewarc'h Hen
search
  • Canu Llywarch - Barzhoniezh Lewarc'h Hen

Canu Llywarch - Barzhoniezh Lewarc'h Hen

5,00 €
Taos ebet

E-touez ar skridoù predenek koshañ ez eo moarvat Canu Llywarch Hen – Barzhoniezh Lewarc’h Hen an tostañ dimp abalamour d’an trivliadennoù denel eztaolet ennañ. N’eo ket souezhus eta en dije Klerg (1912-1984), brezhoneger eus an dibab, pledet abred gant troidigezh tonkad Llywarch Hen. Lakaet en deus enni e holl ampartiz ha gras dezhañ e c’hellomp adpiaouiñ ul lodenn eus hon hêrezh lennegel. Gant Ifor Williams (1881-1965), unan eus brasañ gouizeien gembraek an ugentvet kantved, eo bet embannet ha studiet ar skridoù koshañ liammet gant henlennegezh Kembre. Skrid orin Canu Llywarch Hen diazezet gant Ifor Williams zo embannet el levr-mañ gant aotre hegarat e hêred.

Niver

9782910699444

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Ifor Williams
Marsel Klerg
Tiez-embann
Hor Yezh
Pajennoù
136
Deiziad embann
2001
Yezhoù
Breton
Gallois
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
212
Ment (cm)
21,0 X 14,8 X 0,0