

Meur a c’hwezigell en deus Aorelian, ma talc’h e eñvorennoù enno. Tad-kozh en deus ur bern c’hwezigelloù. E pep c’hwezigell ez eus dalc’het unan eus e istorioù dreistordinal : hini e eured war ar maez pe hini un devezh pesketa frouezhus-tre. Met un deiz en deus lezet Tad-kozh ur c’hwezigell da nijal kuit. Klask a ra Aorelian tapout anezhi. Met ne c’hell ket. Koll a ra Tad-kozh ur c’hwezigell all. Hag unan all c’hoazh...
El levr e kavoc'h ur c'hod QR da skanniñ gant ho pellgomzer hezoug evit selaou an istor. Enrolladenn produet gant KALANNA gant sikour Rannvro Breizh.
Fichenn deknikel