C'hoariva ar yaouankiz
search
  • C'hoariva ar yaouankiz

C'hoariva ar yaouankiz

16,00 €
Taos ebet
C'hoarigan e daouzek arvestAristoteles eo a ouie displegañ e 335 kent J.K., en e Perì Poiêtikês, penaos « Hep tamm greunenn follentez ebet, n'eus ket a bennoberour ». Petra eta a oa deuet dre soñjezon Lucien Loarer pa grogas, war-dro an hañv 1932, da sevel ur ganaouenn ha d'he skrivañ war baper? Hep mar ebet ne ouie ket d'an ampoent en defe skrivet diwarni, ha dindan « berr amzer », ur pezh-c'hoariva klok ha poellek.Ur pezh c'hoarigan anezhañ da-vat, pa lavarin mat, o vezañ leun e skrid a ganaouennoù, savet-holl gantañ, evel evit reiñ lusk da goulzioù-amzer e skridoù. Tro-ha-tro kaner, sonaozer, barzh, livour, beajour, gwaz, kantreer awenet, tad ha me 'oar, a dra sur e oa Lucien Loarer un den nerzhus kar-e-vro.Sed aze ar pezh a c'houlakaer diwarnañ en ul lenn C’hoariva ar Yaouankiz. Bevet e vo en oberenn-mañ, leurennet anezhi, buhez pemdez tudennoù trowardroioù bro gaer Bro-Dreger a-hed o levenez pe o gwalleur, dre o farsadennoù pe o gwerzioù divoutin. Diwallit mat tudoù, diwar vesk an heol hag ar glav e teuio war-wel, dre ho lenn ouzh al levr-mañ, ur ganevedenn a yaouankiz.
Niver
Pezhioù diwezhañ e stok

9782868631732

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Yann Kerloar
Tiez-embann
Mouladurioù Hor Yezh
Pajennoù
252
Deiziad embann
2015
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
485
Ment (cm)
23,0 X 19,0 X 2,0