Barzh ha Marzh
search
  • Barzh ha Marzh

Barzh ha Marzh

16,00 €
Taos ebet
Kinnig a ra "Barzh ha Marzh" un dibab barzhonegoù bet savet e brezhoneg adalek an amzerioù koshañ anavezet ganeomp.
N’eo ket un antologiezh klok; daoust da se avat, e ro deomp an teskad-mañ ur skeudenn feal eus ar pezh eo bet hag ez eo c’hoazh hor barzhoniezh.
Plijadur ha preder a gavo al lennerien gant Barzh ha Marzh ha marteze ivez ar youl da stagañ gant ar skrivañ.
Ul levr diazez evit ar skolioù, al levraouegoù hag evit kement hini a fell dezhañ studiañ ha dizoloiñ bed marzhus ar varzhoniezh vrezhonek a-hed ar c’hantvedoù.
Niver

9782916835389

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Gwendal Denez
Herve Bihan
Per Denez
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
266
Deiziad embann
2012
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
442
Ment (cm)
24,0 X 16,0 X 2,0