Er bloavezh 1675 e varvas Sebastian a Gerwern en e ugent vloaz, toullgofet gant soudarded ar roue. Un tregont vloaz war-lerc’h eo mennet e dad, ar markiz Laorañs, erru gant e amzer diwezhañ, da urzhiañ un delwenn evit e chapel hag a ziskouezfe merzherinti sant Sebastian. Tonket ar marc’had gant Yann Rozago, munuzer Lanroz, ha diwar neuze e ranko ar c’hizeller heuliañ levr e blanedenn.
Mich Beyer, genidik eus Arvor Kerne, a zo anavezet mat evit he romantoù hag he danevelloù e brezhoneg. Da geñver 10vet deiz-ha-bloaz embannadurioù an Alarc’h e kinnig Mich Beyer dimp he c’hwec’hvet romant, Azvent. Un istor a c’hoarvez en amzer dremenet ar wech-mañ.

check_circle
check_circle
Toupinoù a vez implijet war al lec'hienn-mañ. Goût hiroc'h