Priz Langleiz 2006. “Avel gornôg” a zo istor un tiegezh eus Lechiagad, er Vro Vigoudenn, e penn kentañ an XXvet kantved. Istorioù kozh ha darvoudoù bet c’hoarvezet mil bell ’zo, a lavaro lod. Ya, sur-mat, ha koulskoude ez eus kalzik da zeskiñ diwar-benn kenskoazell, buhez ha darempredoù etre remziadoù tud a-oad disheñvel.