Arall
search
  • Arall

Arall

13,00 €
Taos ebet
« Seul bouezusoc’h eo levezon ar varzhoniezh ha ma vez ar yezh en arvar dindan wask ar mac’homañ. Ken garv hag ar stourm, ken gwiv hag ar goanag, ken c’hwek hag an trec’h, e c’hell bezañ ar varzhoniezh evit kas ar yezh war-raok gant hent an adsav. Barzhoneg ar bara pemdeziek diwar zorn Gabriel Celaya a zo pergen e dalbenn “La poesía es un arma cargada de futuro”, da lavaret eo, “Ur bistolenn a zo eus ar varzhoniezh, karget anezhi gant nerzh an dazont”.E-skeud-se e vez tu bepred d’an holl ac’hanomp, da bep hini ac’hanomp, d’an hiniennoù a zo ac’hanomp, tapout krog e penn-bazh ar varzhoniezh ha mont da gantreal a-hed gwenojennoù kamm-digamm ar yezh, asambles gant arc’houered ar vro, evel klaskerien ’giz-se, evel klaskerien-vara, evel klaskerien-dazont. »Iwan Couée
Niver

9782736801762

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Iwan Couée
Tiez-embann
Al Liamm
Pajennoù
110
Deiziad embann
2024
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
135
Ment (cm)
20,0 X 13,0 X 0,9