

Petra ober gant ur yar ha ne oar ket dozviñ ? Lazhañ anezhi, ha mat pell zo ! Setu a lavare Yann Gouer, droug ennañ. Hastañ buan kavout an tu… da zozviñ ur vi diouzhtu !An istor a zo kontet gant fent, en un doare bev, gant skeudennoù. Ar gerioù diaes a zo displeget war rabatoù ar golo. Trede levr embannet gant Sav-Heol en dastumad “Troioù-kaer – Bidoc’hig” eo Ar yar a zozve patatez goude Kig mamout da goan ha Tapet gant ar sorserez.
Fichenn deknikel