Ar Marc'h Dall
search
  • Ar Marc'h Dall

Ar Marc'h Dall

22,90 €
Taos ebet
Tost da gant a ganerien hag a sonerien eus Breizh, Korsika hag eus Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria a laka ac’hanomp da dremen ur prantad eus ar re gaerañ asambles gant Ar Marc’h Dall, un oberenn veur eus ar sonerezh pobl e Breizh bet sonaozet gant René Abjean.Ha gouest e vo hor bro da virout hec’h identelezh, he sevenadur hag he yezh warc’hoazh ? Pe daoust ha dont a raio da vezañ ur « marc’h dall » ha na oar ket dre beseurt hent mont ? Testenn don ha leun a varzhoniezh Job an Irien zo un digarez, evit bihan ha bras, da anavezout gwelloc’h Breizh dec’h hag hiziv ha da empennañ hini warc’hoazh.Gant ar c’haier pedagogel a gavot e fin al levr e c’hallot ober anaoudegezh gant al laz-seniñ sinfonek, binvioù eus ar broioù keltiek ha teknikoù an enrollañ. An istorour Loeiz Elegoed a gont deoc’h istor ar brezhoneg eus an XVIIIvet kantved betek bremañ.Ul levr sonerezh kaer, divyezhek brezhoneg-galleg, skeudennaouet gant Geoffrey Berniolle evit ar familh a-bezh !Perzh o deus kemeret Véronique Autret, Gilles Servat, Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria, kanerien eus Korsika, toserien Bagad Kemper…
Niver

9782913652866

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Job an Irien
René Abjean
Skeudennaouerien
Geoffrey Berniolle
Tiez-embann
Bannoù-Heol
Pajennoù
52
Deiziad embann
2022
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
530
Ment (cm)
24,5 X 24,5 X 0,7