Peseurt kevrin 'ta a zo kuzhet e milendall un iliz-veur sebezus a seblant bezañ e-maez an amzer ? Abaoe m'eo deuet Yann da studiañ anezhi e c'hoarvez marvioù skrijus enni... Ha rankout a reer teurel kred war ar mojennoù kozh a ra anv eus ur "manac'h" a vije o hentiñ an iliz-veur-se ? Goude e desteni Par Dibar (2006), graet fed vat dezhañ, e kinnig Yann Fulub Dupuy ur romant polis ha fantastik a oa war e spered abaoe un ugent vloaz bennak. Priz Langleiz a zo bet roet dezhañ evitañ.Priz Langleiz 2007.