Ar follez yaouank
search
  • Ar follez yaouank

Ar follez yaouank

10,00 €
Taos ebet
Bras eo bet levezon Iwerzhon war an Emsav e-doug an XXvet kantved. Ur skouer splann eo Ar follez yaouank, oberenn Fant Rozeg «Meavenn», he devoa bet tro da vont da vro hor c’hendirvi evit ar wech kentañ er bloavezh 1931.Eus ar veaj-se e tiwanas hec’h oberenn vrudetañ, hag unan eus pennoberennoù hol lennegezh. Un danevell hir diwar-benn ur plac’h empleget e-barzh an darvoudoù a zeraouas war-lerc’h emsavadeg Pask ha brezel diabarzh Iwerzhon eo Ar follez yaouank.A-gevret gant an danevell-mañ e kinniger daou desteni bet skrivet gant Meavenn diwar-benn he beaj Iwerzhon hag ar skol divyezhek diazezet gant Pádraig Mac Piarais, Skol Sant Enda. Div studiadenn diwar-benn Ar follez yaouank a vo kavet ivez war un dro gant ur vurutelladenn arbennik a-zivout film Yves Allégret La jeune folle bet sevenet e 1952 diwar an danevell.
Niver

9782868631800

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Fant R. Meaven
Tiez-embann
Mouladurioù Hor Yezh
Pajennoù
92
Deiziad embann
2016
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
135
Ment (cm)
20,5 X 14,5 X 0,9