Ar c'horonal ne skriv den dezhañ
search
  • Ar c'horonal ne skriv den dezhañ

Ar c'horonal ne skriv den dezhañ

9,00 €
Taos ebet
Eil romant ar skrivagner brudet eus Kolombia eo al levr-mañ, hag e oberenn wellañ gouez da dud ’zo, evel Mario Benedetti, pe Gabriel García Márquez e-unan.Emeur e 1956, en ur gêriadenn war an aod e Kolombia. Bep Gwener ez a ur c’horonal kozh disoudardet d’ar porzh, da c’hortoz keloù eus ul leve en devoa goulennet abalamour d’ar servijoù en devoa roet er brezel diabarzh. Padal ne zeu lizher ebet digant ar gouarnamant, hag e chom nebeut a beadra gant an tiegezh.Direizhded, feulster ha digenvez, met dreist-holl hiraezh ha hirder an amzer a dremen, setu dodennoù al levr.Savet eo ar skrid en un doare eeun ha diginkl, kontrol d’an doareoù barok a c’heller kavout e oberennoù all ar skrivagner.Gabriel García Márquez (1927-2014), enoret gant Priz Nobel al lennegezh e 1982, zo unan eus ar skrivagnerien spagnolek vrudetañ, hag ul lec’h a-bouez en deus e lennegezh ar bed a-bezh. Unan eus pennoù luskad ar « realouriezh hudek » e oa.
Niver

9782868631824

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Gabriel García Márquez
Troerien
Aleksandr ar Gall
Tiez-embann
Mouladurioù Hor Yezh
Pajennoù
98
Deiziad embann
2017
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
93
Ment (cm)
18,0 X 11,0 X 0,9