Anna Skolan
search
  • Anna Skolan

Anna Skolan

10,00 €
Taos ebet
Laouen-kaer eo Winnog Marzhin oc’h ober tro e di nevez-brenet war an aod. Met n’emañ ket pell a-raok dizoleiñ e douar e liorzhig seizh kaier duet gant skritur ar berc’hennez kent. “Anna Skolan eo va anv. Drouklazhet on bet d’ar 21añ a viz Mezheven 1961. Dek vloaz e oan. Meur a wech on bet drouklazhet ha dek vloaz e oan pa oan bet drouklazhet evit ar wech kentañ.” Broudet gant ar c’hoant gouzout e klask Winnog a-zevri diluziañ kod kuzh ar c’haieroù, hag e tiskoach ur sekred spontus, hini planedenn skrijus merc’h un noter.Droukrañs, drougiezh, krizder hag euzhusted an tudennoù a zo taolennet gant komzoù dibrenn a-hed ar romant.
Niver

9782381900056

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Mich Beyer
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
192
Deiziad embann
2020
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
194
Ment (cm)
19,0 X 12,0 X 1,1