Anken
search
  • Anken

Anken

12,00 €
Taos ebet
Choazet hon eus sevel un dastumad tro d’un danvez, un trivliad,... An anken, da gregiñ ganti. Perak an anken ? Klevout a reomp c’hoazh paotred o « gwrizioù don » o lavaret ez eo aze un danvez breton. Ur wech graet hor soñj ganeomp n’hon doa bet nemet lenn Al Liamm d’ober ha diskoachañ danevelloù deus ar re skrijusañ e pajennoù ar gelaouenn. En dro-mañ emaomp gant ul levr... da selaou. Perak lenn levrioù d’an dud er gevredigezh a hiziv ? D’ar re na ouzont ket lenn, d’an dud dall da c’hellout kaout o gwalc’h a lennegezh e-giz ar re all. Ha pelloc’h c’hoazh, da gement hini ac’hanomp da c’hellout lenn er c’harr-boutin, en tren, en e garr-tan, er straed... Sed aze perzhioù gwellañ al levrioù da selaou. Ha d’ar re a vez o teskiñ ar yezh hag a gav, siwazh, muioc’h a dud da gavout abeg en o brezhoneg diasur eget da sikour anezho da vont war-raok e talvezo al levrioù da selaou da glevout brezhoneg bev !
Niver

9782736800857

Fichenn deknikel

Tiez-embann
Al Liamm
Dastumadoù
livre à écouter
Pajennoù
75
Deiziad embann
2011
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
137
Ment (cm)
21,0 X 14,8 X 0,7