Amiraled Kab Horn
search
  • Amiraled Kab Horn

Amiraled Kab Horn

11,00 €
Taos ebet
E miz Genver 1905 en em gavas Loeiz e ti Darig, ur minor c’hoazh, a oa o chom e-tal kichen Landreger gant e dud en un ti-feurm. Deuet e oa da c’houlenn gant Darig ha kontant e vije da vont gantañ da Naoned, “Da vont hon-daou asambles gant ur c’habhorner d’an Amerik,” emezañ. Pemp miz goude e lestras Darig evel novis ha Loeiz evel martolod e-bourzh an teirgwern Leon XIII e Naoned.Al lestr az ae da Abertawe e Kembre da gerc’hat ur c’hargad glaou da gas da San Francisco.E-pad an daou vloavezh en deus tremenet o kas marc’hadourezh eus un eil porzh d’egile en deus gouzañvet Darig buhez kalet an dud a vor, met war an dro en deus dizoloet ivez ar garantez ha broioù disheñvel a-grenn eus e hini.Ma’z eo bet savet tudenn Darig diwar faltazi ar skrivagner, ar braz eus merdeadennoù al Leon XIII zo bet anezho e gwirionez.
Niver

9782381900278

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Herve ar Beg
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
148
Deiziad embann
2023
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
152
Ment (cm)
19,0 X 12,0 X 1,1