Alje 57
12,00 €
Taos ebet
Daoust ha gouest eo an nen da zisoñjal euzhadennoù ar brezel? Yann Lozac'h, Breizhad yaouank bet kaset da vrezeliñ, ne c'hell ket kaout an dizober eus an eñvorennoù kriz-se o krignat e spered bremañ m'eo distro d'e vro. Da goulz an avaloù, p'eo deuet ar poent d'ober sistr e teu war e spered eñvor Tara, an aljerianez yaouank en doa anavezet e Alje, "evel ur gwagenn a zic'hoanag oc'h aloubiñ e ene". Tapet e oa bet en ur pech, eñ ar soudard gall, bet jahinet e kenkiz Susini, penngarter an harzlammerien.Ur romant faltazi eo a zo bet skrivet gant Pierre-Emmanuel Marais met hiziv an deiz c'hoazh e chom ar brezel euzhus-se evel ur gouli vil, bet skoachet e-pad pell-amzer, ur prantad istor mantrus ha skrijus emeur krog da anavezout un tamm gwelloc'h, hanter-kant vloaz war-lec'h an darvoudoù.Priz Langleiz 2012.
9782736800888
Fichenn deknikel
- Skrivagnerien
- Pierre-Emmanuel Marais
- Tiez-embann
- Al Liamm
- Pajennoù
- 92
- Deiziad embann
- 2012
- Yezhoù
- Breton
- Skignet gant
- Coop Breizh
- Pouez (g)
- 120
- Ment (cm)
- 20,0 X 13,0 X 0,7
- EAN-13
- 9782736800888