Afrika
search
  • Afrika

Afrika

12,00 €
Taos ebet
En hañv 1974, en e dri bloaz warn-ugent, e krog an aozer gant un hir a veaj a gaso anezhañ betek Kornôg Afrika. Pemp lizher kaset d’e dud o tanevelliñ darvoudoù ar veaj ha daou-ugent pennad berr, pezh ne lavar ket atav en e lizheroù, a ya d’ober al levr-mañ. Berr ar gwenneien gantañ en em gavo gant a bep seurt tud vunut, beajourien disheñvel o fal, Afrikaned sichant, merc’hed degemerus hag ivez trafikerien, laeron, maltouterien ha soudarded nec’hus. Ur veaj arvarus a-wechoù, e broioù distabil diouzh mareoù trubuilhet. Al luc’hskeudennoù a ya gant an destenn zo diwar lagad Gilles Pouliquen, bet o pourmen er memes lec’h hag en em gavet a-wechoù gant ar memes tud.Ganet e 1951, en deus embannet Lan dTangi un torkad barzhonegoù: Mousafir, e 1997 (priz Langleiz 1998 ha priz Imram 2001); daou levr danevelloù: Da Goulz an Avaloù (2001), Diwar an Uhel (2007); hag ul levr barzhonegoù ha luc’hskeudennoù gant Gilles Pouliquen, Menez Are (2003).
Niver

9782955154120

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Lan Tangi
Skeudennaouerien
Gilles Pouliquen
Tiez-embann
Barn ha Skrid
Pajennoù
148
Deiziad embann
2017
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
195
Ment (cm)
20,5 X 14,5 X 0,0