• Diviet
Absolvenn dre vuntr
search
  • Absolvenn dre vuntr

Absolvenn dre vuntr

14,00 €
Taos ebet

Emaomp er bloaz 664. En un abati e Norzhumbria eo bet bodet, gant ar roue Oswy, pennoù bras an ilizoù keltiek ha roman. Da heul ar breudoù-se e vo divizet hag-eñ e kendalc’ho ar rouantelezh da heuliañ gizioù an iliz keltiek pe hag-eñ e tuo gant doareoù Roma. Bec’h ha sach a zo etre an daou duad, ha setu ma vez kavet lazhet un abadez eus Iwerzhon, mignonez d’ar c’hoar Fidelma. Homañ ziwezhañ a zo ul leanez eus Iliz Keltia, met ivez ur plac’h a lezenn a live uhel, barrek da zirouestlañ an enklaskoù luzietañ. Evit ma vo neptu an enklask e vez lakaet da geveilad dezhi ur manac’h sakson, Eadulf. Goulennet e vo diganto kavout penn d’ar marv-se pa glask an daou duad ober o mad eus ar gwall zegouezh-se evit lakaat an traoù da strakañ... Gwashañ pezh a zo evito, kenderc’hel a ra an drouklazhoù en abati...Enklask kentañ ar c’hoar Fidelma eo “Absolvenn dre vuntr”. Un heuliad a ra berzh er bed a-bezh pa’z eus bet gwerzhet ouzhpenn tri milion a skouerennoù betek-henn ha lakaet en un ugent yezh bennak. Savet int gant Peter Tremayne, un arbennigour war sevenadur ar Gelted kozh. Troet diwar ar saozneg gant Jean-Michel Mahe.

Niver
Diviet

9782916835433

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Peter Tremayne
Troerien
Jean-Michel Mahe
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
374
Deiziad embann
2012
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
364
Ment (cm)
19,0 X 12,0 X 2,6