

#
Awenet eo barzhonegoù Nuala Ní Dhomhnaill gant trivliadoù ar vaouez, ar garantez, ar spouron hag an hengounioù pobl. Ganet eo bet Nuala Ní Dhomhnaill e Bro-Saoz e 1952. Desket he deus gouezeleg e Gaeltacht Ciarraí ha graet he studioù e Corcaigh. Ur varzhez veur eo deuet da vezañ e bed al lennegezh iwerzhonek, unan eus ar re varrekañ gant Cathal Ó Searcaigh.Embannadur divyezhek (gouezeleg-brezhoneg). Golo gant Danièle Jego.
Fichenn deknikel