• Nevez
9782868632197-Golo Istor ar Vretoned copie 2
search
  • 9782868632197-Golo Istor ar Vretoned copie 2
  • Istor ar Vretoned – Levrenn 1 : Ar Vretoned hag ar Romaned (-55/+410)
  • Istor ar Vretoned – Levrenn 1 : Ar Vretoned hag ar Romaned (-55/+410)

Istor ar Vretoned – Levrenn 1 : Ar Vretoned hag ar Romaned (-55/+410)

13,00 €
Taos ebet

« Ar Vretoned a zilestr en Arvorig er Vvet kantved o tec’hout kuit dirak ar Saksoned » : peurliesañ e krog al levrioù istor en doare-se en tu-mañ da Vor Breizh. Padal e chom kalz da zisplegañ : Piv e oa ar Vretoned-se ? Penaos e vevent war Enez-Vreizh ? Petra e oa bet o istor a-raok na errujent war an douar bras ?
Techet eo an istorourien c’hall da gregiñ gant donedigezh ar Vretoned en Arvorig ; evit an istourourien saoz, avat, e seblant istor ar Vretoned echuiñ ur wech treuzet ar mor gante. Istor ar Vretoned a venn diskouez al liamm don ha padus etre an daou ribl eus Mor Breizh, ha heuliañ o istor adalek -55 betek 1115.
El lodenn gentañ, « Ar Vretoned hag ar Romaned (-55/+410) », en do tro al lenner da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar Vretoned, ar pobloù a veve war Enez-Vreizh, doare ar galloud politikel ha speredel, plas ar merc’hed… Gwelet e vo perak ha penaos e voe aloubet well-wazh an enezenn gant ar Romaned, difennet gant brezelourien ha marc’hegerien ampart ; penaos e voe skignet gizioù Roma er vro ; betek ma voe, en diwezh, dilezet Enez-Vreizh gant an Impalaeriezh hag ar Vretoned o-unan o klask tapout ar galloud e Roma.

Niver

9782868632197

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Visant Roue
Skeudennaouerien
Mikael Bodlore-Penlaez
Tiez-embann
Mouladurioù Hor Yezh
Pajennoù
240
Deiziad embann
2025
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Coop Breizh
Pouez (g)
310
Ment (cm)
20,5 X 14,5 X 1,8