• Nevez
Baloutchistan Zindabad!
search
  • Baloutchistan Zindabad!
  • Baloutchistan Zindabad!
  • Baloutchistan Zindabad!

Baloutchistan Zindabad!

11,00 €
Taos ebet

Diwar ur gudenn baperach, o veajiñ gant daou gamalad e 1977, en em gavas an aozer en toull-bac’h e Baloutchistan, e mervent Pakistan. Ken dister abeg ar vac’hidigezh ha ken digomprenus da rener al lec’h ma krogas hemañ da ijinañ traoù all diwar o fenn. Ur mizvezh hanter e padas an abadenn a-raok dezho bezañ lezet da vont en un doare ken diboell all. Ur vac’hadenn gafkaek met diriskl a-walc’h, mesk-ha-mesk gant gwarded, laeron, muntrerien, prizonidi bolitikel ha tud diskiant, diaes ober an diforc’h etrezo.
Kuit a vezañ plijus, un abadenn souezhus atav, spontus a-wechoù ha farsus alies. Peadra da vont donoc’h e sevenadur ar vro, kompren spered an dud hag o doare daremprediñ.
Tennet eus e garned-beaj, tresadennoù bet graet en toull gant an aozer pe gant kenbrizonidi a ya da-heul an destenn.
Ur skrid a ro ivez da anavezout istor ha stourm hir ur bobl evit he frankiz.

Baloutchistan zindabad! Bevet Baloutchistan!

Niver

9782958827007

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Lan Tangi
Tiez-embann
Barn ha Skrid
Pajennoù
128
Deiziad embann
2025
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
188
Ment (cm)
14,5 X 20,5 X 0,8