- Nevez
E kreiz-kreiz un toull-lastez... ez eus ur robotig torret o tihuniñ.
N’en deus ket soñj eus pelec’h eo deuet nag abaoe pegeit emañ aze, met gouzout a ra n’eo ket amañ e lec’h.
En em lakaat a ra neuze da furchal en e eñvorennoù evit adkavout an ti en doa anavezet gwechall.
Met ar pezh a vo kavet gantañ a c’hellfe bezañ disheñvel diouzh ar pezh en doa soñjet… ha bezañ an dra a vanke dezhañ evit bezañ an-unan ha bezañ sur ez eus ul lec’h ma vezer gortozet.
Gant Joe TODD-STANTON ez eus bet savet ul levr brav adarre : « Ar Robot kollet » (« The Lost Robot » e saozneg). Joe a zo ur paotr yaouank a orin eus Brighton (Bro-Saoz) hag ober a ra tresadennoù hag istorioù brav-tre. E levrioù « A Mouse called Julian » (Juluan hag al louarn, Timilenn 2020), « The Secret Of Black Rock » (Sekred ar Roc'h Zu, Timilenn 2021) pe c'hoazh « The Comet » (Ar Steredenn-lostek, Timilenn 2022) a oa bet embannet e saozneg gant FLYING EYE BOOKS. Troet int bet e galleg ivez gant "L'école des loisirs" dindan an titloù « Jules et le renard », « Le Secret du Rocher Noir » ha « La comète ».
Ur wech adarre gant Joe Todd-Stanton eo fromus an istor ha brav-kenañ an tresadennoù, evit brasañ plijadur ar vugale adalek 3 pe 4 bloaz (ha koshoc'h evel-just !).
Gant ar gevredigezh TIMILENN eus Naoned eo bet prenet ar gwirioù evit treiñ al levr-mañ. Klotañ a ra al levr gant pal ar gevredigezh, da lâret eo reiñ c’hoant da lenn d’an holl vugale, koulz reoù diaesterioù lenn ganto (disleksiezh da skouer) pe get : moullet eo war baper nann-lufrus, ar skritur dibabet a zo aes ha bras a-walc’h, kement skeudenn a glot mat gant an destenn, etrelinennoù bras a zo…
El levr ez eus ur c'hod QR da skanniñ gant ho pellgomzer hezoug evit selaou ouzh an istor. Enrolladenn produet gant KALANNA gant sikour Rannvro Breizh.
Fichenn deknikel