• Nevez
E skeud kleier Landreger
search
  • E skeud kleier Landreger
  • E skeud kleier Landreger
  • E skeud kleier Landreger
  • E skeud kleier Landreger

E skeud kleier Landreger

12,00 €
Taos ebet

Emañ ar c’hwech mignon, Edern, Gurvan, Koupaia, Aodren, Eflamm hag Olwenn hag o daou gi o tremen vakañsoù Nedeleg e Landreger e ti Levenez, moereb Edern.

E kreiz-kêr emañ Levenez o chom, en un ti bras ha kozh. Hervez kont e vije bet kuzhet un teñzor en ti-se er Grennamzer… Ur blijadur eo d’ar re yaouank mont da weladenniñ kêr, deskiñ diwar hec’h istor ha dizoleiñ micher ar c’heinañ levrioù ivez, pa oa keiner eontr Edern.

Glac’haret int avat o c’houzout e vo ret da Levenez gwerzhañ he zi, berr m’eo an arc’hant ganti. Ha muioc’h a gerse o deus c’hoazh pa ziskouez ur Parizian hek ha difeson bezañ dedennet, hep damant da istor na da gaerder an ti… Daoust petra a c’hall desachañ anezhañ kement?

War-lerc’h Dindan pavezioù Gwengamp hag A-drek kerreg Tevrieg e kendalc’h ar c’hwec’h krennard da ren o enklaskoù en ur c’horn all eus Bro-Dreger, sikouret gant o chas feal Freki ha Gradlon.



Niver

9782381900513

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Herve Seubil gKernaudour
Skeudennaouerien
Aouregan Seubil Kernaudour
Tiez-embann
An Alarc'h
Pajennoù
146
Deiziad embann
2026
Yezhoù
Breton
Skignet gant
Kuzul ar Brezhoneg
Pouez (g)
150
Ment (cm)
12,0 X 19,0 X 1,1