- Nevez
An torkad pennadoù-mañ tennet diouzh kronikennoù embannet a sizhun da sizhun zo un digarez da vroudañ ar vrezhonegerien da lenn pe da adlenn labour hag oberenn diziouerus Gwalarn. Mont da heul barzhonegoù, danevelloù, pezhioù-c’hoari Roparz Hemon, Abeozen, Maodez Glanndour, Kenan Kongar, hag all. Hag ivez mont da heul diaraogourien evel Tangi Malmanche bet o seveniñ gweledigezh Spered ar Vro…
“Sed amañ deizlevr ul lenner touet ha n’eo ket ur studiadenn ouzhpenn. Gwrac’h eo Herve Bihan gant hol lennegezh. […] C’hoant en deus bet kontañ, rannañ e blijadur gant ar re all, ambroug anezho ha n’eo ket reiñ kentel dezho.” Erwan Hupel
Fichenn deknikel