- Nevez
Etre ar bloavezhioù 1960 ha 1980 e c’hoarvez an istor. Emzivad eo ar paotr yaouank Roman. En un atant bihan eo bet desavet, e Kêr Anna, e parrez Trelez etre Plouneour-Traezh ha Ploueskad, e arvor Bro-Leon. Un den pinvidik ha galloudus eo aotrou maner Kêr Anna, perc’henn an tiegezh o chom e Pariz. Bep bloaz e teu da hañviñ d’e genkiz, gant e wreg, e vab hag e verc’h. D’e driwec’h vloaz eo kemeret Roman da vevel er maner, hag evit ober war-dro ar c’hezeg ivez. Anaoudegezh a raio Roman gant Francisco, ur marc’heger sirkuz, o troial er vro. Digantañ e pako ar c’hleñved nevez a ra kalz a zistruj e-touez an dud yaouank, ar Sida. Kaset e vo Roman kuit eus ar maner...
Fichenn deknikel