• Nevez
Ar Vosenn nevez
search
  • Ar Vosenn nevez
  • Ar Vosenn nevez
  • Ar Vosenn nevez
  • Ar Vosenn nevez
  • Ar Vosenn nevez

Ar Vosenn nevez

12,00 €
Taos ebet

D’ar poent m’edo ar C’hovid-19 oc’h ober e reuz e oa bet savet ar pezhioù-c’hoari-mañ gant Goulc’han Kervella. Ha pa oa ret, d’ar mare-se, dougen maskloù, en doa bet ar soñj d’o skrivañ e doare Commedia dell’arte.

Gwechall e talveze seurt c’hoariva da c’hoarzhin goap ouzh sioù fall mab-den : pizhoni, gadaliezh, diouiziegezh... Sioù fall hag a laka an-unan da soñjal e plegenn ar c’hleñved-red : falsvedisined o profitañ eus kredusted an dud, tud debret gant an aon rak an estrenien, emgarantez diseblant ouzh yec’hed ar re all. Kriz, gros ha fentus eo an ton, feal da stil poblek Commedia dell’arte.

Displegadennoù zo roet gant ar skrivagner a-zivout tudennoù hengounel ar c’hoariva-se. Un torkad gwerzioù ha kanaouennoù zo ivez : reoù nevez-savet ha reoù o tont eus ar Grennamzer, evel « Bosenn Eliant », rak dihunet en doa ar C’hovid-19 tasmant kozh ar vosenn ha skeud an Ankoù.

Niver

9782868632227

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Goulc'han Kervella
Skeudennaouerien
Didier Porchel
Tiez-embann
Mouladurioù Hor Yezh
Pajennoù
150
Deiziad embann
2025
Yezhoù
Breton
Skignet gant
PLM Diffusion
Pouez (g)
218
Ment (cm)
14,5 X 21,0 X 9,2