Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Pennadoù Sul • Chroniques bretonnes

Skrivet gant: 

Al levr-mañ a zo anezhañ un dastumad a 888 pennad gant Martial Menard bet embannet da Sul er gelaouenn Ouest-France etre 1998 ha 2016.

Pep kronikenn a zo diwar-benn ur ger brezhonek. Displegañ a ra deomp an aozer en ur yezh eeun ha leun a fent sterioù hag implijoù pep ger e bed ar brezhoneg. Ur vammenn a ouiziegezh hag a builhentez war dachenn an troiennoù, an troioù-lavar, ar c'hrennlavarioù hag al lavaroù.

Digeriñ d'an holl dorioù ar brezhoneg a ra Martial Menard ouzh o lakaat d'ober anaoudegezh gant spered ha ton hor yezh.

Ul levr evit kement hini en deus c'hoant da c'houzout muioc'h diwar-benn ar brezhoneg, evit kement hini a zo o teskiñ brezhoneg, a oar un tammig brezhoneg pe a oar mat pe mat-tre brezhoneg. Rak ur blijadur eo antren e bed ar brezhoneg hag arvestiñ ar strinkennoù a sked ennañ.

 

Golo : Olwenn Manac'h

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-916745-44-2
Bloaz: 
2021
Niver a bajennoù: 
960
Ment: 
16 x 24,4 cm
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 

Dibaboù doare kas

Tarif: 
28€ + 8€ de frais de port
36,00 €
trouducru