Park Balan
Skrivet gant:

Tri bloaz warn-ugent eo Sulian pa gav war e hent ur plac’h yaouank he daoulagad glas-gwer. Mont a reer da heul ar c’houblad hag e gammedoù diasur war hentoù skoasellek ar vuhez.
A bep eil omp kaset etrezek ur bed all, hini al loened noz, ar re a vev dindan an douar. Ur broc’h yaouank eo a gont deomp e blanedenn pa rank tec’hout diouzh e zouarenn abalamour da reuz bras ar re daou droad oc’h aloubiñ e dolead. Ur romant daoubenn eo, ur romant gwenn ha du. Istor emgavioù dic’hortoz, fromus, skrijus. Istor daou ved disheñvel-mik liammet start an eil ouzh egile : noz ha deiz, a-us ha dindan, tud ha loened.

Ti-embann:
ISBN:
978-2-7368-0122-9
Bloaz:
2017
Niver a bajennoù:
170
Ment:
13x20
Skignet gant:
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
12,00 €