Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Mordiern-Vallée 1901-1920

Dastumet gant: 

Kenskrivañ. A-raok na deuje sevenadur ar posteloù da ren hon amzer, e veze boas tud ar skrivañ da eskemm lizheroù niverus kenetreze. Ha tud an Emsav o  deus bet graet heñvel, ha stank eo an eostad lizheroù a c’haller pennaouiñ amañ hag ahont. An eskemmoù-se ne oant ket tonket da vezañ embannet, ha seul briziusoc’h a se int dre ma roont barn pe mennozh war darvoudoù o mare gant ar re o devoa produet anezhe. Pinvidik int eta  : diwar-benn ar yezh, evel-just, ha da gentañ penn he flas er gevredigezh hag er c’helenn, pe c’hoazh ha da vat diwar-benn roll al lennegezh vrezhonek en ur bed digoroc’h-digor, hep ankounac’haat munudoù ar vuhez pemdeziek.

Al levrenn gentañ zo gouestlet d’an eskemmoù etre Frañsez Vallée ha Meven Mordiern (Reun ar  Rouz), adalek penn-kentañ ur c’hantved nevez betek dilerc’hioù spontus ar Brezel Bras (1901-1920). Tud o  devoa bevet reveulzi ur gevredigezh hag he mont endro, met ivez tud o  devoa bevet ur vignoniezh divrall hag a dlee merkañ da vat dazont normativadur ar brezhoneg. Div bluenn a-bouez en istor sevenadurel, lennegel ha sokial ar brezhoneg. Gant al levrenn-mañ, e c’haller kompren gwelloc’h petra ’oa stad an traoù a-raok na deufe Gwalarn (1925) pe c’hoazh Grand dictionnaire français-breton F.  Vallée (1931) war-wel.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-38190-018-6
Bloaz: 
2022
Niver a bajennoù: 
116
Ment: 
14,5 x 20,5 cm
Yezh(où) ar produ: 
10,00 €
trouducru