Kan ma bro
Skrivet gant:

Ganet eo bet Yann Bijer e 1940 e bro an avel hag ar c’herreg, e Lechiagad, er Vro Vigoudenn.
Konter, marvailher, romantour... gant birvilh, fent hag ampartiz e oar hor skrivagner dispakañ e istorioù. Kan ar mor eo a red en e wazied. Gant tre ha lanv eo luskellet ha broudet e bluenn.
Ar wech-mañ eo deus strad e galon e kinnig deomp un torkad barzhonegoù. Gant nerzh an eor ha poell ar stur e tiroll e werzennoù. Karantez vro, karantez den. Teneridigezh an oriaded, kalonegezh an dud a vor. Lusk ar gwagennoù hag an tonnoù a darzh e Kan ma bro.
Kan ma bro, barzhonegoù klasel, aes da lenn, enno spered ur Breizhad tost ouzh e dud hag e vro.
Ti-embann:
ISBN:
978-2-7368-0092-5
Bloaz:
2013
Niver a bajennoù:
54
Ment:
14.5 x 21 cm
Skignet gant:
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
8,00 €