Gwerz Fañch
Skrivet gant:

Setu, war-lerc’h an dastumadoù "Redek a rin keit" ha "Parkadoù sivi da viken", an trede dastumad kanaouennoù embannet gant Sav-Heol.
Meur a hini zo bet awenet gant darvoudoù warlene, ha « Gwerz Fañch » gant ar bugel na blij ket e anv d’al lezenn c’hall, « Son an amann » gant ur meuz a-bouez, hag « Anna ha Johanna » gant maerez Naoned, « Son Bécassine » gant ur vatezh hag a blij d’ar C’hallaoued.
Ouzhpenn e vo kavet un doare nevez da « Son ar chistr », istor « Teñzor an enez », diwallet gant an aerouant, « Leskildri », awenet gant Compay Segundo, ha troidigezhioù eus kanaouennoù brudet : « Ar c’hourser meur » ha re all. Teir c’hanaouenn troet diwar Brassens, unan anezho da enoriñ merc’hed Brest, un dornad rimadelloù...
Ti-embann:
ISBN:
979-10-90456-34-1
Bloaz:
2018
Niver a bajennoù:
64
Ment:
14,5 x 20,5
Yezh(où) ar produ:
Danvez:
4,00 €