Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Alje 57

Skrivet gant: 

Daoust ha gouest eo an nen da zisoñjal euzhadennoù ar brezel? Yann Lozac'h, Breizhad yaouank bet kaset da vrezeliñ, ne c'hell ket kaout an dizober eus an eñvorennoù kriz-se o krignat e spered bremañ m'eo distro d'e vro. Da goulz an avaloù, p'eo deuet ar poent d'ober sistr e teu war e spered eñvor Tara, an aljerianez yaouank en doa anavezet e Alje, "evel ur gwagenn a zic'hoanag oc'h aloubiñ e ene". Tapet e oa bet en ur pech, eñ ar soudard gall, bet jahinet e kenkiz Susini, penngarter an harzlammerien.

Ur romant faltazi eo a zo bet skrivet gant Pierre-Emmanuel Marais met hiziv an deiz c'hoazh e chom ar brezel euzhus-se evel ur gouli vil, bet skoachet e-pad pell-amzer, ur prantad istor mantrus ha skrijus emeur krog da anavezout un tamm gwelloc'h, hanter-kant vloaz war-lec'h an darvoudoù.

Priz Langleiz 2012.

Ti-embann: 
ISBN: 
978-2-7368-0088-8
Bloaz: 
2012
Niver a bajennoù: 
92
Ment: 
13 x 20
Skignet gant: 
Coop Breizh
Yezh(où) ar produ: 
12,00 €