Piv a savo kanaouenn ofisiel Redadeg 2016 ?
Kaier ar c’hargoù :
Tem : Brezhoneg ha plijadur
Digeriñ tachennoù nevez d'ar brezhoneg
Ur yezh evit an holl, evit ar familh, ar vignoned, etre rummadoù
Lusk : Lañsus, lusk mat evit redek, evit kanañ en ur redek
Pozioù : Simpl da ganañ ha da zeskiñ. Diskan aes da ganañ. Un diskan lugan.
Enrolladenn : Ur vaketenn brop met pas a-vicher dre ret.
Termen : Termen diwezhañ evit kas deomp ar pozioù hag ar vaketenn : 30 a viz Gwengolo 2015.
Mat da c'houzout :
Frejoù :
Ne vo ket paeet ar grouidigezh met gallout a raio ar Redadeg difrejañ ar c'houstoù liammet gant ar ganaouenn dibabet. Da skouer : feurmiñ studio enrollañ, frejoù hent, goproù (1500€ d'ar muiañ).
Diwallit : ne vo ket restaolet frejoù ar c'hanaouennoù ne vefont ket bet dibabet.
Gwirioù :
Ar ganaouenn a c’hallo bezañ implijet gant pep hini evit brudañ ar Redadeg e-barzh filmoù, gouelioù a bep seurt... Implijet e vo evit brudañ ar Redadeg, pe evit traoù all evel “Flashoù mob”...
Kaset vo d’ar skolioù un tamm a-raok a-benn lakaat bugale a bep seurt live (skol-vamm, skol gentañ, skolaj, lise) dezho da zeskiñ anezhi gant plijadur.
Gallout a reoc’h c’hwi ivez implijout ar ganaouenn ma vo enrollet ur bladenn pe war ul leurenn.
Kanaouennoù all :
Ul label ofisiel a vo d’ar ganaouenn dibabet pezh ne viro ket ouzh tud all da sevel tonioù pe sonioù all hag a c’hello bezañ implijet ivez gant neb a garo.
Mod da zibab ar ganaouenn ha deiziataer :
30/09/15 : distro ar c'hinnigoù (pozioù + maketenn gempenn a-walc'h)
Here 2015 : rakdibab ar c'huzul-merañ (an holl ganaouennoù a glot gant kaier ar c'hargoù)
25/10/15 : lakaat ar c'hinnigoù el linenn, lañsañ ar votadegoù foran dre Internet hag er strolladoù deskiñ brezhoneg (klasoù, kentelioù ha stummadurioù)
Du 2015 : votadegoù
30/11/15 : klozañ ar votadeg
05/12/15 : embann an disoc'hoù
Kerzu 2015-Genver 2016 : sevel un enrolladenn gempenn da vat diouzh an ezhomm
Piv a c'hello votiñ ?
- forzh piv : war eeun dre internet
- forzh peseurt klas pe strollad deskiñ brezhoneg (poentoù bonus) : dre bostel d'ar RedadegGoulennoù ho peus ?
Kit davet Katelin : 09 61 20 26 11 – 06 71 23 36 42 / darempred@ar-redadeg.bzh
Katelin AL LANN, Kenurzhierez
Coordinatrice Ar Redadeg
pgz. / m: +33 (0)6 71 23 36 42
darempred@ar-redadeg.bzh
© 2015 Ar Redadeg
Pep gwir miret strizh.
Tous droits réservés.