Kronikennoù Herve Bihan en Trevoù. Kronikenn 7 : GWERZIOÙ : ISTOR, FEULSTER, KARANTEZ HA MEMOR (1)
Ar gwerzioù zo unan eus merkoù bras hon lennegezh dre gomz (gant ar c’hontadennoù, ar c'hrennlavaroù, etc) (...)
Evit lenn ar pennad en e bezh:
Goullo
Ar gwerzioù zo unan eus merkoù bras hon lennegezh dre gomz (gant ar c’hontadennoù, ar c'hrennlavaroù, etc) (...)
Evit lenn ar pennad en e bezh:
Herie bremañ en deus sant Erwan gwisket e vragoù glas, da lâret eo eo digoc’henn an amzer ! (...)
Evit lenn ar pennad en e bezh:
N’haller ket komz eus Kêr-Iz hep komz eus tudennoù brudet mat, unan bennak anezhe anavezet mat en Trevoù evel a welfomp (...)
Evit lenn ar pennad en e bezh:
Ma zo ur vojenn – pe ur mit (gwengel e brezhoneg chik) eme lod – eo hini Kêr-Iz. Bezañ eo mojenn vrudet ar c’hêrioù beuzet gant ar mor. Ar vojenn zo anavezet e pep lec’h war an arvor e kornôg Europa : bezañ eo roud ar mor oc’h uhelaat d’ar c’houlz, pell-pell zo, ma oa ar skorn bras o teuziñ, o vont dadour. Ur mare na oa ket ganet tud-iou-gozh ma zud-iou-gozh evit c’hoazh ! (...)
Evit lenn ar pennad en e bezh:
Ma zo ur pesk en devo merket sevenadur ar vro eo ar moru sec’h ha sall. Memor ar vro zo leun a veajoù hir ha kalet ar baotred yaouank, pe goshoc’h a-boan, aet da vorueta war-du ar morioù yen, war-du an Douar-Nevez pe an Island. Buhezioù spontus... Lod na retornent ket d’ar gêr, lonket ma oant bet gant ar mor yen-sklas didruez. Lod a retorne mogn, kamm, ampechet. Piv a c’hallfe gouzañv kement en dez a herie (...)
Pa vez anv eus gwrac’hed e teu meur a dra da spered an dud. Ar besketourien a soñjo diouzhtu en ur pesk. Ar begoù lipous a soñjo er memes pesk, mat da debriñ. Bezañ e ranker goût poazhat ar wrac’h avat ! Poazhet er forn eo mat-tre, kredit ac’hanon (...)
Evit lenn ar pennad en e bezh:
Adalek an niverenn-mañ eus ar c’heleier e vo kinniget deoc’h un tamm kronikenn vrezhoneg. Bep sizhun, n’eo ket sur ! Met ingal a-walc’h memes tra.
Trugarez da Janine Troadeg evit bezañ kinniget dimp plas er c’heloioù. Kement-mañ a ziskouez e vez kemeret ar brezhoneg e kont gant ti-kêr an Trevoù.
Bezañ’vo eus ur gronikenn o pleal gant a-bep seurt traoù, tro-dro d’an Trevoù, evel just, met ivez tro-dro da Dreger, pe da Vreizh pe d’ar bed holl, kement hag ober !
Ar gronikenn a c’hallo bezañ sevenadurel, lennegel, pe war traoù simpl buhez ar pemdez... hervez an degouezh.
Evel just e vefomp laouen o kaout ho soñj. Ha mar degouezh ganeoc’h kaout ar c’hoant da ginnig ur gronikenn ivez, kasit keloù. Digor eo an traoù.
E fin pep pennad e vo kavet levrioù pe pennadoù da lenn (gant al liammoù internet mar be tu). Un doare da gaout an troidigezhioù hag ivez da vont pelloc’h ganti !
Herve Bihan
Evit lenn ar pennad en e bezh: