Kuzul ar Brezhoneg

Bodad aozadurioù sevenadurel brezhonek

Blog

  • gouel al levrioù 2019

  • Kenstrivadeg danevelloù 2019

    Evit ar 8et gwech e vez aozet gant kêr Garaez ha Festival al levrioù e Breizh ur genstrivadeg danevelloù. Ur priz 1 500 € zo evit ar gounezer.
    Amañ-kevret e kavot reolenn ar genstrivadeg. Mar fell deoc’h kemer perzh, trugarez da gas ar skridoù dimp dre bostel a-raok ar 25 a viz Gwengolo : festivaldulivre@gmail.com

  • PIKNIK E TERRUG

    PEDADENN D'AR PIKNIK FEST D'AR SADORN 14 A VIZ GWENGOLO DA GREISTEIZ WAR AOD TRAEZH-BELEG E TERRUG

    Ledenez KRAOZON - PENN-AR-BED

     

    Evit derc'hel bev hon anvioù-lec'h brezhonek, hor glad,

    liested ar yezhoù hag ar sevenadurioù...

    Deuit niverus gant ho poued, ho serviedennoù,

    ho pinviji sonerezh evit ar fest-deiz...

    PLIJADUR 'VO !

    Savet gant ur strollad kevredigezhioù ha gant Kevre Breizh

  • War roudoù Yeun ar Gow

    War roudoù Yeun ar Gow


    Kendael aozet gant ABER

    d'ar Sul 31 Meurzh 2019, er Juvénat, Penn ar Feunteun
    29150 Kastellin

    Roll an devezh

    Degemer ar berzhiaded adal 9:00

    Beurevezh (9:30-12:30)
    - Digoradur – Embannadurioù 2018 ha 2019 – Pierrette Kermoal
    - Brassell war vuhez Yeun ar Gow – Anna ar Gow
    - An emsaver – Gwenael Maze
    - Ar skrivagner : Ar Gêr villiget – Pierrette Kermoal

    Pred kemeret a-gevret war al lec'h (12:30 -14:15)

    Endervezh (14:15-16:30)
    - Gweladenn e liorzh-iliz hag iliz Pleiben gant Anna ar Gow
    - Gweladenn iliz Gouezeg – baleadenn betek Karreg an Tan
    - Gortozenn e ti Yeun ar Gow, aozet gant Anna ar Gow

  • C'hwevrer

  • Katalog Nedeleg 2018

    Katalog Nedeleg 2018, Keleier an embann n° 22, zo deuet er-maez: kavet vo ennañ nevezentioù ar bloaz hag un dibab levrioù marc'had-mat.


    Prizioù da dalvezout betek an 31 a viz Genver 2019. Paeamant dre chekenn pe dreuzvankadenn war anv Kuzul ar Brezhoneg. Evit an estrenvro deuit e darempred ganeomp.
     

  • Titouroù diembann e-leizh diwar-benn ar Brezel Bras !

    E meur a geñver e voe Charles Le Goffic — Breizhad kar-e-vro anezhañ — un test eus an dibab eus ar brezel bed kentañ. E Pariz e veze e-pad al lodenn vrasañ eus ar bloaz ha dre-se en doa skoulmet darempredoù gant pennoù bras eus an arme — ar jeneral Ferdinand Foch en o zouez —, gant skrivagnerien, embannerien ha kazetennerien ha gant dilennidi ivez. A-drugarez da se eo e c’hellas dastum ditouroù ha gwelet dielloù a implijas goude-se evit skrivañ e « zeizlevr brezel ». Pa veze e Breizh e kemere perzh er vuhez lec’hel hag e taremprede livourien, arzourien ha pennoù bras eus bed al lennegezh a veze e Perroz-Gireg ha tro-war-dro. Tad ur stourmer e oa ivez, hini ar medisin a vor Jean Le Goffic.
    Ma n’eo ket bet embannet al levr-mañ — daoust m’eo talvoudus evit a sell ouzh brezel 1914-1918 — eo abalamour ma’z eus meneget tud eus kement metoù zo ennañ… ha n’eo ket hepken evit lavaret vad diwar o fenn ! Dav lavaret, avat, ez eo al levr-mañ un dever a vemor ivez, hag an dra-se a rank bezañ graet gant an holl ac’hanomp, pa vo lidet kantvet deiz-ha-bloaz fin ar brezel bras er bloaz-mañ.
    Kaoz a vo eus al levr-mañ, sur ha n’eo ket marteze, pa’z eo dezrevellet ennañ, a zeiz da zeiz, heuliadoù ar brezel war an talbenn ha war vor, e Pariz kerkoulz hag e Treger.
    Ganet e voe Charles Le Goffic d’ar 14 a viz Gouhere 1863 e Lannuon ha mervel a reas er memes kêr, e ti e vab, d’an 12 a viz C’hwevrer 1932. Barzh, skrivagner romantoù, kazetenner ha skridvarnour e oa. Bez’ e voe prezidant Société des gens de lettres ha dilennet e voe en Académie Française e 1930.

    Taol-sell war gazetennoù :

    Le peuple Breton - miz Du 2018

    Prenañ :

    Paeañ enlinen

    pe

    grouc'hemenn dre ar post :

  • Trugarez vras deoc'h holl !

    Echu saloñs al levrioù Karaez hag evel bep bloaz oc’h bet niverus o tont betek hon stand.

    Fellout a ra deomp ho trugarekaat evit ho skoazell hag evit an interest a ziskouezit evit hon levrioù.

    Lavaret a reomp trugarez ivez d’an aozerien rak a-drugarez dezho e c’hall an embannerien en em gavout gant o lennerien en ul lec’h m’eo plijus kenañ an aergelc’h.

    Emichañs en do tro skipailh Kuzul ar Brezhoneg da welet ac’hanoc’h adarre a-benn bloaz. :-)




















     

Pajennoù

Subscribe to Blog
trouducru