

Frank Money, un Amerikan paour distro eus brezel Korea, en em gav en-dro en Amerika gouennelour, daraezet ha gloazet don en e gorf hag en e spered. En ur gounaat eñvorennoù eus e vugaleaj hag eus ar brezel en deus kalon a-walc’h evit reiñ ur ster d’e vuhez. Adkavout a ra e bersonelezh hag e « du-mañ ».
A-hed ar skrid e weler tro-ha-tro mennozhioù Toni Morrison e-keñver ar familh, ar ouennelouriezh, ar gwallziforc’h, ar brezel, ar wregelezh, dre an darvoudoù kriz a zo bevet gant Frank Money hag e c’hoar Cee.
E 1993 e oa bet roet dezhi Priz Nobel al Lennegezh evit hec’h oberenn glok ma’z eo taolennet buhez ar re Zu e kevredigezh Stadoù-Unanet Amerika. Ar wech kentañ e oa d’un afroamerikanez resev ar merk a enor-se.
Fiche technique