- Nouveau
Tost daou-ugent vloaz ’zo e oa bet embannet stumm kentañ Fulennoù an tantad. Un eil mouladur renevezet gant barzhonegoù ouzhpenn a ginnig Bernez Tangi, unan eus barzhed wellañ hor yezh, bet savet gantañ un oberenn a live uhel. Gouzout a oar kizellañ pinvidigezh ar yezh en ur ober gant gwerzennoù klasel, diframlaeret, bruzunet, lusket gant lavaroù kizidik, komzoù karantek, gerioù blizidik, krogadoù diaoulek, ha kejadennoù fromus o strinkañ diouzh don e greizon.
Nerzh ur varzhoniezh.
strujus ha skrijus hep be dañjerus
Fiche technique