E barzhonegoù Konstantinos Kavafis (1863-1933) e weler o tremen a bep eil tud yaouank e gêr c’henidik — Aleksandria —, dremmoù brudet pe divrud eus Bizantion pe Hen Hellaz, tud o plegañ d’o zonkad, reoù ali o klask repu en eñvor, impalaered en o falezioù marmor, implijidi e tavarnioù born ar c’harantezioù kuzh... Pinvidik pe born, galloudus pe dizanv, ez eo mab-den heñvel atav en donañ anezhañ, gant e c’hoantoù, e emdouell, e wanderioù.
Levezonet ez eus bet meur a varzh en Hellaz koulz hag en Europa a-bezh gant doare nevez, divoas, ar barzhonegoù-se, bet troet hag adtroet e lies yezh.
Kelenn a ra Alan Botrel e Kevrenn ar Brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2. An torkad-mañ zo an trede levr bet troet gantañ diwar ar gresianeg, goude oberennoù Yorgos Seferis ha Yorgos C’himonas.
Fiche technique