• Nouveau
Al Liamm 477
search
  • Al Liamm 477

Al Liamm 477

7,00 €
Aucune taxe

Ur plas dibar he deus an danevell el lennegezh vrezhonek. An holl re, pe dost, o deus ur wech bennak tapet ur c’hreion evit skrivañ e brezhoneg o deus pleustret gant ar skrivañ danevelloù. Ur stumm zo d’an danevell a glot gant ar brezhoneg : berr, fraezh, aes da skignañ, aes da dizhout ar muiañ-niver.

N’eo ket souezh e vefe aozet kement a zarvoudoù tro-dro d’an danevell neuze : e-leizh anezhe a vez embannet er c’helaouennoù, stajoù KEAV a veze gouestlet d’ar skrivañ danevelloù, podkastoù a c’haller pellgargañ ma vez lennet anezhe gant un den, danvez studiadennoù pe tezennoù… ha kenstrivadegoù.

Bep bloaz e vez aozet peder c’henstrivadeg e brezhoneg : Ti-kêr Karaez, Ti ar Vro Kemper, an AEB (Association des Écrivains de Bretagne) ha nevesoc’hik Ar Gouelan Masklet. Disheñvel int o-feder. Gant ti-kêr Karaez e vez priziet un danevell embannet e-kerzh ar bloaz (gw. Al Liamm niv. 463 ma oa bet embannet Puñs ar fur gant Paskal an Intañv, priziet gante e 2025), ha n’eus nemet ouzh un niver a sinoù a ranker doujañ. Ti ar Vro Kemper hag an AEB a blij dezhe reiñ un dodenn bennak. Digor a-walc’h evit Kemperiz (Ar mor, Ar C’hoad…) pa glask tud an AEB lakaat an ijin da redek ha da nijal adalek ur frazenn bennak, pe un degouezh resis a vo penn-kentañ an danevell. Evit Ar Gouelan Masklet e ranker klotañ gant dodenn ar festival : al levrioù polis ha/pe du. Evit ar wech kentañ o deus krouet ur rann nevez e 2026 : bannoù-treset/manga, ouzhpenn an danevelloù.

E niverenn Al Liamm an hañv e kinnigomp deoc’h lenn an danevelloù (hag ar manga) bet priziet gant an aozerien nevez zo.

 

Lennadenn blijus deoc’h-holl !

Quantité

KE-AL-0477

Fiche technique

Maisons d'édition
Al Liamm
Pages
70
Année de parution
2026
Langue(s)
Breton
Numéro (magazine)
477
Poids (g)
110
Taille (cm)
13,5 X 21,0 X 0,5