• Nouveau
Al Liamm 472
search
  • Al Liamm 472

Al Liamm 472

7,00 €
Aucune taxe

Ur golo ruz-flamm, skeudenn dispis div blac’h… a vroudo ac’hanoc’h, sur, da zigeriñ niverenn diskaramzer Al Liamm.

Boulc’het e vo al lennadenn gant div varzhoneg : An aotrou Mac’homer, gant Mai-Ewen, ha Tonkad kenkizet, gant Herve Bihan.

Liesliv ha liesseurt ar 5 danevell a ra lodenn greiz ar gelaouenn : Gouelanig Cossec, skol divyezhek Ploveur, tapet priz kentañ kenstrivadeg danevelloù ar Gouelan Masklet 2025 e rummad ar vugale ; Keid-all zo, Youenn Kaloneg, tapet priz kentañ ar memes kenstrivadeg e rummad an dud gour ; Marc’h-mor al lorc’h, Karim Laanaya ; Unan c’hlas, Margaux Grissolet ; Mona Garmez, Yann ar Fusteg.

E 1975 e oa bet lidet 50 vloaz ar gelaouenn Gwalarn. Adkavet e vo pennad Roparz Hemon « Gwalarn », ha goude... bet embannet en niverenn 170 Al Liamm. Un diell a bouez.

Youenn Kaloneg a gendalc’h gant e studiadenn Sevenadurioù hag hin - 3. Diskar Roma.

A-raok klozañ an niverenn zedennus-mañ e tizoloer traoù fonnus en A-dreuz lenn, Petra nevez ? hag an Notennoù, evel-just !

Quantité

KE-AL-0472

Fiche technique

Maisons d'édition
Al Liamm
Pages
122
Année de parution
2025
Langue(s)
Breton
Numéro (magazine)
472
Poids (g)
178
Taille (cm)
13,5 X 21,0 X 0,8