- Nouveau

Gant penn-kentañ ar bloaz e karfe P. Tabuteau gwelet yaouankizoù o vrezhonegañ muioc’h-mui gant «Pedenn d’an Dazoned». M. Kerrain a gouna ar re yaouank bet kaset da vrezeliñ : «Emlazh er fozioù».
Kanaouenn gempred G. Le Ruyet «Istoer ur vagig» a gan tonkad skrijus ar re a glask labour pell eus o broioù.
Teir danevell a zeu da-heul. Betek Roc’h-Trevezel vezer kaset gant C. Chevallier-Gaté evit ur b-«Pedenn d’ar Santig kozh». «Div voul beul-skalier» a gont eñvorennoù kriz ha kalet ur plac’hig gant Mai-Ewen. Kaset vezer da Vro-Gembre gant H. Bihan d’ober anaoudegezh gant « Bethan ha Gareth », Bethan a ra bravik war-dro he zud kar avat.
Kenderc’hel a ra E. Hupel gant Istor sokial ar Brezhoneg e-ser 7 pajennad: «Ar brezhoneg hep kroc’hen ar brezhoneg». Ur pennad-kaoz gant K. François-Merlet en deus kaset en dro diwar-benn « Ar gelaouenn CAFÉ » bet krouet e 2019.
Y. Gourves zo bet dedennet gant «Constance Markievicz, dispac’hourez iwerzhonat, stourmerez evit gwirioù ar merc’hed ha kontez »: diwar labour fonnus R. Faligot e tesker kalz diwar-benn ur vaouez he deus stourmet kalz en Iwerzhon.
Da-heul e teu div droidigezh. «Ar saprenn, ar stank hag ar c’houmoul» savet gant G. Keller ha troet gant H. Gouedard hag «Ar Roue hag an divinour» savet gant A. Diarra-Salin, ur marvailh eus Bamako lakaet e brezhoneg gant M. ar Barzhig.
«Tout ’pezh ’m boa c’hoant da lâret» ha setu disac’het e gaoz gant Y. Deskard.
E lodenn ziwezhañ an niverenn fonnus-mañ e kaver : A-dreuz lenn, Petra nevez, an Notennoù ha Roll ar pennadoù bet embannet e 2024.
Fiche technique