Jarl Priel
search
  • Jarl Priel

Jarl Priel

20,00 €
Aucune taxe
Jarl Priel (1885-1965) a oa anv-pluenn Charles Tremel, Tregeriad eus Priel, e-kichen Landreger.E eñvorennoù bet embannet un toullad bloavezhioù zo, Va zammig buhez (1954 & 1975), Va buhez e Rusia (1955) hag Amañ hag ahont (1957) a zo strollet evit ar wech kentañ en ul levr.En e skridoù dibar e kont gant fent ha teneridigezh e vugaleaj hag e vuhez skoliad e Landreger. Paotr-e-vil-vicher eo bet ivez; martolod ha soner war un dro, kelenner galleg e Rusia, troour evit an arme, komedian ha sekretour e bed ar c’hoariva e Pariz, skrivagner ha saver pezhioù-teatr e brezhoneg hag e galleg. E meur a vro en devoa bevet ivez, Aljeria, Polonia…Buhez ur gwir globe-trotter : evel-se, en teir levrenn en unan, e reer anaoudegezh gant testeni prizius un den en e amzer, unan hag a gont dimp darvoudoùigoù ha fedoù c’hoarvezet en Europa a-raok ar brezel-bed diwezhañ ha darn anezho nebeut anavezet betek-henn. Ha kement-mañ en ur yezh yac’h, gwevn, leun a fent, pinvidik, aes da lenn.Jarl Priel a zo unan eus skrivagnerien glasel al lennegezh vrezhonek.
Quantité

9782381900216

Fiche technique

Auteur(s)
Jarl Priel
Maisons d'édition
An Alarc'h
Pages
564
Année de parution
2022
Langue(s)
Breton
Distributeurs
Kuzul ar Brezhoneg
Poids (g)
737
Taille (cm)
20,5 X 14,5 X 4,2