- Rupture de stock
setu an avel c'hamsin em fenn avel verv an ejipt er gouelec'h e kemer he lusk daskrenañ 'ra da gentañ ha neuze strebotiñ evel an ebeul o paouez kuitaat kof ar gazeg ha goustad e sav kemer 'ra nerzh tridellat 'ra koeñviñ ha tevaat betek tarzhañ hag e c'hwezh ar c'hamsin hanter-kant devezh lonkañ 'ra traezh ar gouelec'h ha bep daou zevezh e tuf an uloc'h ha dont 'ra an oabl da vezañ teñval gwaskañ 'ra an den mougañ 'ra ar vuhez setu traezhioù ruz ar gouelec'h charreet ha poulzet gant ar c'hamsin o lakaat an douar hag al loar hag ar stered da grenañ setu hurlinkoù ar c'hamsin o trelatañ ma meiz eus ar gwirvoud ma-unan emaon e-barzh ar bed islonket gant an avel c'hamsin em fenn
Fiche technique