- Nouveau
Kaset eo bet an ofiser yaouank Giovanni Drogo d’e bost kentañ, ur c’hreñvlec’h distro war harzoù ar gouelec’h. Leun a entan e c’hortoz argad an Dartared, rak d’an deiz-se e c’hello erfin gounit brud hag enor. Tremen a ra ar bloavezhioù, avat, hep na c’hoarvezfe an emgann harozus-se. Hag int moredet ha sordet gant ar gouelec’h e teu ar soudarded da gas ur vuhez borodus ha diboell, a denn muioc’h d’un hunvre eget d’ar gwirvoud. Daoust ha ne grogo morse an avantur vras ?
Pennoberenn Dino Buzzati eo Gouelec’h an Dartared, ur romant diwar-benn red an amzer, ar gortoz hag an tonkadur.
Fiche technique