• Nevez
Brezel ar c'hleuzioù
search
  • Brezel ar c'hleuzioù

Brezel ar c'hleuzioù

13,00 €
Taos ebet

E-kichen Brest, un dachenn natur ramzel manet divoulc’h koulz lavaret, enni kleuzioù stank ha takadoù dourek. Abaoe pell e oa anv da zegemer du-se embregerezhioù bras hag a c’hellfe degas, a-hervez, miliadoù a implijoù nevez d’ar c’horn-bro. Mennet eo ar wech-mañ ar pennoù-bras da zigeriñ ar chanter. Kement-se avat a ve chom hep kontañ war un eneberezh kreñv.

Fulup Lannuzel a gont deomp istor ur stourm ekologel e-lec’h ma ro ar gomz d’an holl, kouerien, ekologourien, dilennidi hag atebeien armerzhel, dre reiñ da c’houzout mennad ha santimant pep hini. Stanket e vo an hent-tizh, aozet ur gouel bras, ur vanifestadeg. Freuz ha reuz bras a vo ken e kêr ken war ar maez, gant emgannoù taer etre ar stourmerien hag an archerien.

Niver

9782736801854

Fichenn deknikel

Skrivagnerien
Fulup Lannuzel
Tiez-embann
Al Liamm
Pajennoù
114
Deiziad embann
2025
Yezhoù
Breton
Skignet gant
PLM Diffusion
Pouez (g)
138
Ment (cm)
20,0 X 13,0 X 0,8