- Nevez
Jakez Kerrien, « ul luc’hedenn e bed al lennegezh vrezhonek » eme Vernez Rouz en e bennad-kinnig. N’eo ket evit kement-se e vefe kouezhet e skridoù en ankounac’h. Barzh, prederour, daneveller donezonet, met brogarour da gentañ penn. Karantez evit ar vro, karantez evit e yezh vamm, sed aze ar pezh a santer en e holl skridoù. N’eus nemet e garantez evit Doue a voe kreñvoc’h, daoust d’ar frazenn en doa disklêriet da Baskal Rannou he deus roet e anv d’an dastumad-mañ.
Kant vloaz goude krouidigezh ar gelaouenn Gwalarn, ma kemeras perzh enni dre e zarempredoù gant Youenn Drezen, Jakez Riou pe c’hoazh Roparz Hemon, e kinnigomp deoc’h al levr-mañ ma vo adkavet e holl skridoù, a-raok mont donoc’h e komprenidigezh an den dre al lizhiri en doa kaset da Youenn Drezen, etre 1920 ha 1931.
Fichenn deknikel